PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.

DONVOR ~ DEEP THOUGHTS
Un dro-gaer arzel ha skiantel en tu all d'an harzoù - Imbourc'h ha skrivañ - 2017/2018 / Krouadenn - 2019/2020

Diwanet en deus ar raktres krouadenn Donvor ~ Deep thoughts da heul emgavioù kentañ etre arzourien Teatr Piba hag ar skiantourien Pierre-Marie Sarradin ha Jozée Sarrazin e karg deus labourva studi ar morioù-don an Ifremer e Brest. Adal an eskemmoù kentañ eo bet ijinet ur raktres a hir dermen evit ma c’hellfe AN ARZOURIEN HAG AR SKIANTOURIEN keñveriañ o zachennoù enklask ha krouiñ, o skiant-prenet, o boazamantoù hag o prederiadennoù.
Tiez brav a oa ganeomp | LABOURVA#3


Tiez brav a oa ganeomp a zo ur labourva kaset da benn da heul emgavioù ha divizoù gant gwazed ha maouezed tec'het kuit deus o bro ha repuet e Brest.Yezhoù, gizioù, buhezioù pemdeziek, dilec'hiañ douaroniel ha diabarzh, gwrizioù... Heñchet gant ar mouezioù hag an testenioù dastumet e savimp un abadenn, un amprouen c'hoariva ha radio, gant sikour ur gomedianez, un neuziour hag ur sonourez. En ur zoujañ outo e klaskimp lakaat an istorioù-se zo bet fiziet deomp da vevañ war an dachenn c'hoari 'benn bezañ klevet gant an arvestourien.
MERC'H AN EOG - MERCH YR EOG
Ur pezh-c’hoari savet 2016 e brezhoneg, kembraeg, galleg ha Kreoleg

Ur grouadenn etrevroadel savet e-korf pevar bloaz kenlabour etre Teatr Piba ha Teatr Genedlaeldol Cymru(C’hoariva Broadel Bro Gembre) an hini eo. Ur pezh-c’hoari liesyezhek e brezhoneg, kembraeg, galleg ha kreoleg. Ustitloù a zo e brezhoneg hag heñchet eo ar re a c'houlenn gant ur vouez mouskomzet e galleg. Pezh c'hoari digor d'an holl adalek 13 vloaz
AR MAEZIOÙ
Falatzi evit ar radio. Diwar The Country, gant Martin Crimp

Un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio, a vo enrollet dirak ur publik ha skignet war eeun war gwagennoù radio Breizh, sed aze raktres nevez ha dreistordinal Teatr Piba, a gevred gant Radio Kerne ha Dizale, evit an distro-skol! Kinniget eo bet an enrolladenn bublik e sal an Artemuz e Brieg ha skignet eo bet war-eeun war Radio Kerne, RBG, RKB hag Arvorig Fm, d'ar merc'her 16 a viz Gwengolo, adalek 8e rik.
METAMORFOZ
krouidigezh 2014

"Ken diaes hon buhezioù war ar pemdeiz. Klask a reomp pareañ hon speredoù gant traoù fetis evel ar gweneien, al lienaj hag ar strakelloù. N'omp ket kontant gant-se koulskoude. N'eus nemet gant traoù difetis, ar santimantoù, an avel ha ar gouloù, skeud unan bennak war-nes mervel e c'heller asantiñ bezañ hon unan" Naomi Kawase, Filmourez
AL LIORZHOUR
Diwar "The Gardener", skrivet gant Mike KENNY

↺ Addont a ra soñj d’ul liorzhour kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc'h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ’veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ’oa erruet ar goañv e oa marvet Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas.
EDEN BOUYABES
Skrivet gant Erwan CLOAREC Krouidigezh HERE 2010

Ul lec’h gant harzoù ha n’int ket sklaer an hini eo. Ur c’hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c’hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n’eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c’harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec’h m’emaint, etre daou, betek an dremenvan. N’int ket « deus du-hont », na deus lec’h all, eus lec’h m’int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n’eus forzh pe hini en o Breizh houarnaj dezho ha n’he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket foutr kaer. Dindan o zreid e touaront ar re varv, n’eus forzh deus pelec’h e oant deuet. Pardoniñ a reont d’an holl bec’herien, aozañ a reont planedennoù meur d’ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe ar goañv.
AN DIRI DIR
tennet deus barzhonneg "AN DIRI DIR" skrivet gant Youenn GWERNIG krouidigezh Mae 2010

↺ Ganet eo ar mennozh diwar ur raktres savet en hañv 2009 da geñver festival KANN AL LOAR. Ul labour war ar varzhoneg divyezhek «An diri dir», bet skrivet gant Youenn Gwernig er bloavezhioù 60 a oa bet graet eno. Er varzhoneg-baleadenn hir-se e ro ar barzh da glevet e soñjoù mesk-ha-mesk gant eñvorennoù e vugaleaj ha roudoù deus temoù mojennel— evel tudenn amsklaer Tiresias—, e-keit m’emañ-eñ o vont da labourat, beuzet e- touesk engroez metro New York.