PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Diwar "The Gardener", skrivet gant Mike KENNY

Leurenniñ: Thomas Cloarec, Testenn: Mike Kenny, Troidigezh: Teatr Piba, Séverine Magois, Aktourien: Tony Foricheur, Tangi Daniel Leurennaozañ ha kinkladurioù: Jean-Michel Appriou, Hervé Manach, Bitrakoù: Latanakone Insisiengmay, Jean-Michel Appriou, C’hoari ar bitrakoù: Latanakone Insisiengmay, Dilhadoù : Loeiza Beauvir , livaj-dremm: Josiane Quillivic, Sonerezh: Jérôme Kérihuel, Stéphane Kérihuel, Titlañ ha video: Achille Berthou, Sébastien Durand, Gouleier: Stéphane Le Bel, Son: Eric Péron, Produiñ: Jérémy Uguen, Skignañ: teatr piba, Kenurzhiañ teknikel: Stéphane Lebel.

deiziadoù da zont:
War ar stern

↺ Addont a ra soñj d’ul liorzhour kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc'h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ’veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ’oa erruet ar goañv e oa marvet Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas.

Krouidigezh divyezhek istitlet evit ar vugale adalek 7 bloaz diwar ar pezh-c’hoari “the gardener” gant Mike Kenny. Krouet eo bet e Miz Meurzh 2012 / An Dachenn Wenn, Très Tôt Théâtre / Kemper.

"Un neubeut amzer a-raok na varfe e kavemp a wechoù va zad-kozh, a veze techet da gousket an darn vuiañ deus an amzer d'ar poent-se, o tijuniñ da 8e noz pe oc'h evañ un digor kalon da 7e mintin. Ma oa kollet red an amzer gantañ e oa troet en ur mod all an eñvorennoù en e benn ivez. Troet e veze war-zu e vugaleaj tro dro Rieg ha Tregunc. Sonj 'rae dezhañ e oa distroet en e vro c'henidik...Ha pa savemp ur goulenn outañ, pa lavaremp en-dro dezhañ peseurt hini e oamp e touez e vugale vihan e responte atav, ur vousc'hoarzh eeunig gantañ : “ha bon ?”. Tudenn Harry en deus lakaet ac'hanon da soñjal en va zad-kozh. Degas a ra sonj din deus an distro d'ar vugaleaj ha deus an doare distreset-se da welet an amzer a vez gant ar re gozh."

Thomas Cloarec, Miz Genver 2011


Aozañ an dachenn

E-kreiz an dachenn: un duchenn, ur wezenn warni, al liorzh legumaj. Un dachenn hepken hag a vez treuzfurmet gant red ar mareoù bloaz, deus dienez ar goañv da vrokusted an hañv, deus livioù sked-disked an nevez amzer da livioù flamm unliv an diskar amzer. Ar gouleier a zo an elfenn pennañ evit diskouez ar cheñchamantoù-se.
Etre 150 ha 200 arvestour a c'hello bezañ degemeret evit pep abadenn a-benn kaout un eskemm tost gant an arvestourien.

Dafar hag arouezhioù

E-kreiz al liorzh e vez un nebeut oustilhoù evel ur piketaer, ur bal, un douraer. Bez ez eus ivez traoù simpl evel ur sac'h paper kozh leun a c'hreun, un tok plouz, ur fiselenn ha nebeut skourroù. Bep tra, ha ma seblantfe bezañ dister, a zo evel kement a alc'hwezioù da zerc'hel bev memor an den kozh : ankounac'haat a ra o anvioù. Ne zisoñj ket james penaos ober ganto, sklaerañ tra an treuzkas etre Harry ha Joe.

Titlañ

A drugarez d’an ustitlañ gerioù, tresadennoù ha sinoù bannet war skrammoù hag a gemer perzh el leurennaozañ kement hag ar c’hinkladurioù, e vez komprenet ar pezh c’hoari gant brezhonegerien ha nann-brezhonegerien.
Gant ar galleg e ra an daneveller, ‘skoaz e brezhoneg emañ an eskemmoù.

Krouiñ ar sonerezh

Krouet eo bet sonerezh an abadenn gant Jérôme ha Stéphane Kerihuel e-pad ur prantad labour, asambles gant al leurenner hag an aktourien, e c’hoariva Montroulez. Savet eo bet o klask diskouez ar pezh ne vez ket gwelet - ar vrumenn, trouzioù an douar araok an difoupañ, fromadennoù an tudennoù -. En em silañ a ra an notennoù hag al lusk etre pozioù testenn Mike Kenny, ha pa dostfe deus ar slam pe deus an Haiku.



Savet eo bet "AL LIORZHOUR" gant sikour DRAC Breizh, Kuzul rannvro Breizh, Kuzul Departamant Pen ar Bed, Ti Kêr Molan, ar SPEDIDAM, AR REDADEG 2012. Kenproduet eo bet gant Très Tôt Théâtre , la Maison du Théâtre ha Ti Ar Vro Kemper (sikouret gant Ti Kêr Kemper, raktres "Pol Max Jakob"). Prantadoù labour-krouiñ e CLC ar Guivinec, MPT Kerfeunteun e Kemper, Teatr Bro Montroulez, kreizenn sevenadurel "Ellipse" e Molan , Ti ar C'hoariva e Brest, MPT Penhars ha Très Tôt Théâtre e Kemper , ULAMIR ar stêr Aon e Kastell Nevez ar Faou.

Photo 191 Photo 193 Photo 194 Photo 195 Photo 196 Photo 197 Photo 198