PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche tennet deus barzhonneg "AN DIRI DIR" skrivet gant Youenn GWERNIG krouidigezh Mae 2010

Leurenniñ : Thomas Cloarec
Skoazeller leurenniñ: Stéphane Leucart
Testenn : Youenn Gwernig
Sonnerezh ha son: Jérôme Kerihuel
Kinkladurioù : Saïg Ollivier & Thomas Cloarec
Aktourienn : Tony Foricheur, Lleuwen Steffan
Glouleier : Thomas Cloarec
Video: Saïg Ollivier
Produiñ : teatr piba
Poltriji : Anne-Sophie Zika

deiziadoù da zont:
War ar stern

↺ Ganet eo ar mennozh diwar ur raktres savet en hañv 2009 da geñver festival KANN AL LOAR. Ul labour war ar varzhoneg divyezhek «An diri dir», bet skrivet gant Youenn Gwernig er bloavezhioù 60 a oa bet graet eno. Er varzhoneg-baleadenn hir-se e ro ar barzh da glevet e soñjoù mesk-ha-mesk gant eñvorennoù e vugaleaj ha roudoù deus temoù mojennel— evel tudenn amsklaer Tiresias—, e-keit m’emañ-eñ o vont da labourat, beuzet e- touesk engroez metro New York.

↺ Pinvidigezh temoù ha sterioù ar varzhoneg he doa digoret heñchoù labour deomp koulz war ar stumm (c’hoariva kemmesket gant videoioù, poltriji ha sonerezh) hag an danvez (temoù evel an divroañ, an identelezh hag ar c’herioù bras). An idantelezh, peurgetket, a gaver roud anezhi e pep lec'h e kêr ar varzhoneg. Ne c’hell ket an idantelezh-se bezañ stag ouzh unan eus hon orinoù nemetken (ha pa vefe un idantelezh vroadel...); evel m’eo bet skrivet gant Michel Serres, «identité individuelle réduite à néant par l'anonymat urbain, identités culturelles déracinées, métissées, réinventées, fantasmées à mille lieues de leurs berceaux d'origine, s'affrontant sans trop savoir pourquoi aux autres cultures qui sont dans le même bateau, identités sociales déterminées ou non par l'une ou l'autre des autres appartenances : bouillon de culture à double tranchant».

↺E-barzh ar varzhoneg emañ Youenn Gwernig azezet e-barzh ar metro. Leuskel a ra e ijin da vont ha dont etre e vuhez diabarzh hag ar bed tro-dro dezhañ, hep barnañ tra: ur meskaj eñvorennoù bugaleaj, buhez pemdez, keleier skrijus ar gazetenn, a zeu dezhañ, e-mesk korfoù an engroez, bronnoù ar re yaouank, frondoù an dic’hwezh hag al lastez o vreinañ. Ha dont a ra saozneg koulz ha brezhoneg dezhañ, reiñ a ra da glevet ha da welet e vod dezhañ da welet ar bed.

↺ Er raktres-mañ e klaskomp lakaat war-wel danvez ar varzhoneg en ur vont dre an heñtoù digoret gantañ :

- displegañ temoù a-vremañ dre ar santadurioù, ar skiantoù, bezañ evel un arvestour a vije prest da gemer perzh.
- Prederiañ war hon identelezhioù deomp, diskoulmañ neudennoù ar santadurioù, ar skiantoù, an huñvreoù hag ar spered a lak ac’hanomp da santout omp gwriziet « lec’h bennak » pe get.
- Krouiñ war ziazez hon identelezh.


‘An diri dir a zo ur varzhoneg divyezhek hir -ha n’eo ket bet bet echuet, evel ul levr a vez lakaet e penn ar gwele-, met anv un dastumad barzhonegoù embannet e 1976 evit ar wech kentañ eo ivez. An darn vuiañ deus barzhonegoù an dastumad a zo bet skrivet e New-York, e-lec’h en deus bevet Youenn Gwernig etre 1957 ha 1969. En em gavet eo war hent barzhed’zo deus ar « Beat Generation » e-pad ar prantad amzer-se, Kerouac en o zouez. Bet ar priz Langleiz gant Youenn Gwernig evit e oberenn a-bezh e 1996.

Ar varzhoneg


An diri dir…
Ha me dizanv e tiskennis an diri dir da heul
An tropell dizanv
‘us deomp an tren disammet a ruilhe e gurun
gant tizh ha mall davet ur bec’hiad all
a spesoù buhezek lous ha naoniek
diskernnerienn diri dir pazenn-ha-pazenn dibaouez
pep hini
‘n e baradoz
‘n e ifern
e-unan (…)

Nobody me going down the stairs of steels
Along with a herd of nobodies
up there the train’s rolling its thunder
with hate and speed to yet another load
of ghosts live hungry and dirty ghosts
endlessly going down the stairs of steel
each one
in his heaven
in his hell
all alone

Photo 168 Photo 169 Photo 170