PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Skrivet gant Erwan CLOAREC Krouidigezh HERE 2010

Leurenniñ: Thomas Cloarec
Skoazellet gant: Martina Filipova
Testenn: Erwan Cloarec
Troidigezh: Aziliz Bourges, gant sikour Michèle Beyer ha Francis Favereau
Sonerezh: Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Pascal Cuff
Tresañ an dachenn ha Klinkadur: Nadège Renard, Jean-Michel Appriou
Dilhadoù: Loeiza Beauvir
Aktourien : Marion Gwenn, Tangi Daniel, Tony Foricheur, Aziliz Bourges, Loeiza Beauvir , Charlotte Heilmann
Gouleier: Stéphane Lebel
Son: Eric Péron
Produiñ ha skignañ: Mélanie Tanneau
Plotriji: Anne-Sophie Zika

deiziadoù da zont:
War ar stern

Ul lec’h gant harzoù ha n’int ket sklaer an hini eo. Ur c’hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c’hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n’eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c’harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec’h m’emaint, etre daou, betek an dremenvan. N’int ket « deus du-hont », na deus lec’h all, eus lec’h m’int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n’eus forzh pe hini en o Breizh houarnaj dezho ha n’he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket foutr kaer. Dindan o zreid e touaront ar re varv, n’eus forzh deus pelec’h e oant deuet. Pardoniñ a reont d’an holl bec’herien, aozañ a reont planedennoù meur d’ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe ar goañv.

Tammoù tennet deus an abadenn war YOUTUBE, filmañ ha frammañ: Sébastien Durand