PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Un dro-gaer arzel ha skiantel en tu all d'an harzoù - Imbourc'h ha skrivañ - 2017/2018 / Krouadenn - 2019/2020

« Pelec'h e krog da echuiñ ar mor  ? Petra dalv evidomp ar ger : mor ? Termeniñ a ra an euzhvil a zo gouest da lonkañ kement tra a zo pe ar wagenn a zeu da eonañ war hon treid ? Ur vosad dour-mor en dorn pe an isfontoù diwelus d'an holl ? »

Meurvor Mor, Alessandro Baricco

Levr-lestr un dro-gaer arzel ha skiantel
https://donvor.blog/

deiziadoù da zont:
War ar stern

Diwanet en deus ar raktres krouadenn Donvor ~ Deep thoughts da heul emgavioù kentañ etre arzourien Teatr Piba hag ar skiantourien Pierre-Marie Sarradin ha Jozée Sarrazin e karg deus labourva studi ar morioù-don an Ifremer e Brest. Adal an eskemmoù kentañ eo bet ijinet ur raktres a hir dermen evit ma c’hellfe AN ARZOURIEN HAG AR SKIANTOURIEN keñveriañ o zachennoù enklask ha krouiñ, o skiant-prenet, o boazamantoù hag o prederiadennoù.

Sevel ur krouadenn diwar-benn endro ar morioù-don hag a zo e kreiz prederiadennoù ar gumuniezh en deizh a hiriv.


Skipailh Krouiñ

Thomas Cloarec : Rener arzel
David Wahl : Skrivagner & dramaour
Nadège Renard : Leurennaozerez
Pascal Rueff : Sonaozour
Charlotte Heilmann : Kenlabourerez, Aktourez
Pierre-Marie Sarradin (Ifremer) : Enklasker war gimiez ar morioù don, e-karg rann enklask ar morioù don
Jozée Sarrazin (Ifremer) : Enklaskerez war ekologiezh ar morioù don, e-karg labourva ar morioù don
Kim Juniper : rener skiantel ar rouedad arsellvaoù Ocean Network Canada

DEIZHIATAER - ENKLASK / SKRIVAÑ - 2017/2018

29 a viz ebrel - 7 a viz mae 2017
Mareaj tremenerzh – e-bourzh al lestr studi ar morioù-don Pourquoi Pas ?deus PONTA DELGADA (Portugal) da D/TOULON, renet gant Jozée Sarrazin.

8 - 28 a viz gouere 2017
Mareaj MoMarsat war eien tomm Lucky Strike – e-bourzh al lestr studi ar morioù-don Pourquoi Pas ? e-tal an Azores. Renet gant Pierre-Marie Sarradin

4 - 15 a viz gwengolo 2017
Prantad labourva e Ocean Networks Canada war enezenn Vankouver e Kolombia Vreizhveuriad

C'hwevrer 2018
Kinnig ur maketenn e fin ar prantad krouiñ er chapel Derezo, Brest

*****************************************************************

« ... » Ijinañ un abadenn diwar ur preder skiantel hag ekologel ha skrivañ un destenn e-pad mareajoù skiantel a zo dedennus-kaer evit ur skrivagner a labour war an temoù-se.

Awenet 'vo an destenn gant ar pezh 'vo bevet war-vor da geñver ar mareajoù skiantel, met ivez bouetet 'vo ivez gant kavadennoù diembann ar skiantourien, prederiadennoù direspont ha stultennoù savet diwar ar bed mojennel kevrinus-se. Ul levr-lestr c'hellfe bezañ. Un danevell-veaj. Danevelliñ ur veaj dreist-ordinal. Petra 'vefe gwelloc'h eget bed kevrinus ar morioù-don evit e vagañ ? « ... »

David WAHL

*****************************************************************

En partenariat avec :
Ifremer (Institut Français de Recherche pour l'Exploitation de la Mer)
Ocean Networks Canada
Université de Victoria

Gant Sikour :
Rannvro Breizh | La Région Bretagne
Kuzul Meur Penn ar Bed | le Conseil Départemental du Finistère
Ville de Brest
Institut Français / Région Bretagne
Consulat de France à Vancouver
LabexMER

Degemeret e:
Agence Du Verbe
La Chapelle Dérézo

Photo 365