PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche


deiziadoù da zont:
War ar stern

Tiez brav a oa ganeomp a zo ur labourva kaset da benn da heul emgavioù ha divizoù gant gwazed ha maouezed tec'het kuit deus o bro ha repuet e Brest.Yezhoù, gizioù, buhezioù pemdeziek, dilec'hiañ douaroniel ha diabarzh, gwrizioù... Heñchet gant ar mouezioù hag an testenioù dastumet e savimp un abadenn, un amprouen c'hoariva ha radio, gant sikour ur gomedianez, un neuziour hag ur sonourez. En ur zoujañ outo e klaskimp lakaat an istorioù-se zo bet fiziet deomp da vevañ war an dachenn c'hoari 'benn bezañ klevet gant an arvestourien.

Ar skipailh
Leurenniñ : Stéphanie Coquillon
C'hoari : Marion Guen
Krouadenn sonerezh ha trouzioù : Marie Guérin
Leurennaozañ : Achille Berthou

Kammedoù kentañ
E-pad an hañv 2016 e Brest e oamp bet oc'h atersiñ tud eus Bro Syria, Congo, Serbia, Niger hag a oa bet ret dezho tec'hout kuit eus o bro abalamour d'an dañjer a oa eno.
Enrollet eo bet o zestenioù evit gellout kompren o hentad, ha divizet hon eus lakaat anezho da vezañ klevet gant an holl. Pal al Labourva#3 a zo labourat war an danvez-se zo bet dastumet ganeomp.
Da geñver Gouel Obliques e oa bet kaset da-benn al lodenn gentañ eus al labour. Prantadoù amprouiñ e Ti an Holl ar Valy-Vir a oa bet digoret d'an holl e-pad tri dervezh. Diskouezet e oa bet an disoc'h d'ar 6 a viz Du 2016, e korf un abadenn 25 munutenn.

Komzoù eeun
Klask a reomp krouiñ un arvest kreñv da-geñver ar son hag ar skeudennoù, lec’h ma c'hell ar yezhoù en em veskañ. Ar c'homzoù eeun vo diazez an arvest-mañ. Ennañ e savo fiñvadennoù displeget a-geñver gant heklevioù testenioù répuidi o tassoni gant c'hoari ar gomedianez. A beb eil e vo repuadez, breizhadez gant he istor hag he zesteni dezhi pe treizhourez buhezioù o nezañ un neudenn etre testenioù an dovroidi hag an arvestourien.

An dachenn
Un abadenn a vesk c’hoariva ha radio an hini eo. An ardinvink radio a laosko danvez ar mouezhioù da gemer o flas. Skañv e vo ar gouloù, tost eus an damskeud war ul leurenn tost ouzh an arvestourien (50 arvestour d’ar muiañ tout).

Ar yezhoù
Gant al LABOURVA #3 e klaskomp ober ur c'hinnig arzel kizidig e lec’h ma 'n em gav ar yezhoù, ar brezhoneg en o zouez. klasket e vez atav reiñ alc’hwezioù d’an arvestourien evit heuliañ ha pa ne vefe ket yezhoù 'zo komprenet ganto.

Un tañva deus an destenn
« A-raok em boa c'hoant mont kuit e broioù pell, vevañ enno ha bezañ un estrañjourez. Bremañ e ouezan emañ ma vuhez amañ, ha ma veajan, e vo evit distreiñ d'ar gêr. Ken pouezus eo evidon. Ha lec'hioù a anavezan, lec'hioù a gont ma buhez. »
« James ne oa bet soñjet ganin em befe tu bezañ me ivez o klask repu en ur vro n’anavezan ket. Pas evit kaout ul labour, pe peogwir e blije din bezañ divroet, evit bezañ pinvidikoc'h pe me oar me... Evit ma vefe un tamm peoc’h em buhez. Evit chom bev. »
“Aon he doa, he c’harzhennoù zo beuzet gant daeloù. He breur zo e Roazhon. Fellout a rae dezhi chom eno. Gant he breur. Pa eo erruet e Brest eo en em santet he deus he unan, gant he bugale, he unan penn, setu penaos eo en em santet.”