PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Ur pezh-c’hoari savet 2016 e brezhoneg, kembraeg, galleg ha Kreoleg

Leurenniñ: Sara Lloyd, Thomas Cloarec
Skrivet gant:Aziliz Bourgès, Owen Martell
Dramaturgiezh: Sian Summers, Armel Veilhan
Gant: Lleuwen Steffan, Loeiza Beauvir , Rhian Morgan, Mai Lincoln, Steeve Brudey, Dyfan Roberts
Leurennaozañ a gwiskamantoù: Nadège Renard
Sonerezh: Steve Shehan
Gouleier: Ceri James
Krouiñ ar video: Louise Rhoades-Brown
Enklaskoù war ar video: Ian Biscoe
Poltridi ha graferezh (Bro Gembre) : Kirsten McTernan
Graferezh (Breizh): Owen Poho
Renerezh teknikel: Angharad Davies
Renerezh hollek: Gareth Roberts
Renerez al leurenn ha teknikourez war ar gouleier (Breizh): Sabine Hulin
Teknikour war ar son: Gwenole Peaudecerf
Merañ Sibrwd: Erin Maddocks
Eil renerez al leurenn: Caryl McQuilling
Merañ ar video (Bro Gembre): Ben Stimpson
Merañ ar video (Breizh): Loic Le Cadre
E karg deus ar gwiskamantoù: Erin Maddocks
Produiñ : Maiwenn Le Nedellec, Carys Ifan, Rhian Davies
Skignañ: Fflur Thomas, Manon Riouat
Merañ ar produiñ: Angharad Leefe, Tony Foricheur
Kenurzhierez, skoazellerez war ar produiñ : Stéphanie Coquillon
Kehentiñ: Lowri Johnston, Manon Riouat
Karget a ziorren: Manon Riouat

An Istor :
Gant an hiraezh eo dalc'het Mair dibaoe m'eo distroet deus un obidoù familh e Bro-Gembre. Kaoz 'z eus bet eno da werzhañ ti-feurm ar re gozh. War chouk ar gembreadez ez eo kouezhet bec'h ar girriegezh ha moustr an amzer dremenet.
O sevel goulennoù outi he-unan emañ Mair diwar-benn he buhez e Breizh, diwar-benn he evurusted hag an darempred he deus skoulmet gant he dousig Loeiza.
A-greiz-holl ez en em gav pell deus he buhez, pell diouti he-unan.
A-greiz-holl e teu un amezeg sichant da ginnig ur prof iskiz dezhi, 'vel un ofrant...

deiziadoù da zont:
War ar stern

Ur grouadenn etrevroadel savet e-korf pevar bloaz kenlabour etre Teatr Piba ha Teatr Genedlaeldol Cymru(C’hoariva Broadel Bro Gembre) an hini eo.
Ur pezh-c’hoari liesyezhek e brezhoneg, kembraeg, galleg ha kreoleg.
Ustitloù a zo e brezhoneg hag heñchet eo ar re a c'houlenn gant ur vouez mouskomzet e galleg.
Pezh c'hoari digor d'an holl adalek 13 vloaz

Degemeret e ti-annez gant : Theatr Genedlaethol Cymru (Carmarthen, Wales), Arvorik (Lesneven), Chapel Dérézo (Brest), Ti ar C'hoariva (Brest), The Performance Centre Skol-Veur Falmouth (Cornwall, R-U), Aberystwyth Arts Centre (Wales).

Gant souten : Rannvro Breizh, la DRAC-Breizh, Ministrerezh ar sevenadur hag ar c'hehentiñ, CNC DICRéAM , Spedidam, ADAMI, L’Institut français / Rannvro Breizh, Kuzul Meur Penn ar Bed, Ti ar C'hoariva Brest, Kêr Lesneven. Soutenet war ar skignañ gant Spectacle vivant en Bretagne.

E Breizh-Veur : Institut français Breizh-Veur, The Art Council of Wales, The Welsh Government, The National Lottery Wales Arts International.