PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Falatzi evit ar radio. Diwar The Country, gant Martin Crimp

Ar skipailh

Rennerezh arzel : Thomas Cloarec,
Aktourien : Loeiza Beauvir , Marion Gwen, Tony Foricheur,
Troidigezh-Dramaturgiezh : Mich Beyer,
Sonnerezh : Jérôme Kerihuel,
Son ha trouzioù : Javier Marin Leyton,
Merourien son : Gwenole Peaudecerf (TEATR PIBA) Jean-Marie Ollivier (DIZALE) ; Gaël Hélary (RADIO KERNE),
Produiñ : DIZALE-RADIO KERNE,
Grafegezh : Camille Argouac'h,
Gant sikour: Rannvro Breizh/FALB - An Artemuz e Brieg.
L’Arche a zo ti-embann ha gwazour oberennoù Martin Crimp en galleg, www.arche-editeur.com

deiziadoù da zont:
War ar stern

Un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio, a vo enrollet dirak ur publik ha skignet war eeun war gwagennoù radio Breizh, sed aze raktres nevez ha dreistordinal Teatr Piba, a gevred gant Radio Kerne ha Dizale, evit an distro-skol!

Kinniget eo bet an enrolladenn bublik e sal an Artemuz e Brieg ha skignet eo bet war-eeun war Radio Kerne, RBG, RKB hag Arvorig Fm, d'ar merc'her 16 a viz Gwengolo, adalek 8e rik.


Ar Maezioù

diwar The Country gant Martin Crimp

Troidigezh/dramaturgiezh : Mich Beyer

Produet gant DIZALE – RADIO KERNE – TEATR PIBA

Piv eo ar plac'h vadaouet dastumet da noz gant Richard war bord an douflez ?
Perak e ro bod dezhi er gêr ?
Corinne, Richard, Rebecca...Piv a lâr gaou, piv a lâr gwir ?
Gant Ar Maezioù e ra dimp Martin Crimp avañturiñ dre hentoù kevrinus hag arvarus ar c'hoantoù hag an anken.


A-benn chom tost diouzh bed an « avestoù bev » eo bet dibabet gant Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale labourat war un oberenn c’hoariva a-vremañ : THE COUNTRY – AR MAEZIOÙ, gant ar skrivagner saoz Martin Crimp.
Krouet e vo ar pezh-c'hoari skingomz diwar un destenn skrivet en un doare resis ha kizellet munut, ha diwar he droidigezh e Brezhoneg. Ar pep brasañ eus al labour a vo graet e-pad ar prantad pleustriñ, evel er c'hoariva, gant ar pal « lec'hiañ » anezhañ evit ar skingomz. Ar prantad « enrollañ-skignañ » a vo graet dirak arvestourien, evit chom gant ur spered « arvest bev ». Termenet e vo an dachenn c'hoariva dre ar son da gentañ neuze, ha pal an tri aktour, ar soner hag an trouzer, asambles gant al leurenner, a vo reiñ buhez da bed Martin Crimp.



Enrolladenn bublik, d'ar merc'her 16 a viz Gwengolo : Ne chom plas ebet.
Evit an arvesterien o deus miret ur plas, emgav da 7e30 noz - Serret e vo dorioù ar sal enrollañ da 7e45 noz. Enrolladenn da 8e rik.

--> An Artemuz : 02 98 57 79 33 /

Photo 285