PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche krouidigezh 2014

Leurenner, rener arzel : Thomas Cloarec
Sikour war al leurenniñ: Stéphanie Coquillon
Testenn, dramaouriezh  : Aziliz Bourgès, Erwan Cloarec, Thomas Cloarec
Skoazellerien arzel al leurenner : Daniel Mroz, (labour korollouriezh) Lattanakone Insisiengmay (c'hoari gant ar bitrakoù)
Komedianed ha Sonerien : Loeiza Beauvir , Charlotte Heilmann, Marion Guen, Tangi Daniel, Tony Foricheur, Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Guillaume Le Guern
Leurenn-aozañ : Nadège Renard, Jean-Michel Appriou
Gouleier : Stéphane Lebel
Son : Eric Péron
Video, Titloù, Tresadennoù bev : Achille Berthoù, Laurent Rousseau, Sebastien Durand
Sonerezh: Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Guillaume Le Guern
Dilhadoù: Marion Laurans, Kiritin Norath
Karget a broduiñ : Jérémy Uguen, Maiwenn Le Nedellec
E-karg ar skignañ : Maiwenn Le Nedellec

deiziadoù da zont:
War ar stern

"Ken diaes hon buhezioù war ar pemdeiz. Klask a reomp pareañ hon speredoù gant traoù fetis evel ar gweneien, al lienaj hag ar strakelloù. N'omp ket kontant gant-se koulskoude. N'eus nemet gant traoù difetis, ar santimantoù, an avel ha ar gouloù, skeud unan bennak war-nes mervel e c'heller asantiñ bezañ hon unan"

Naomi Kawase, Filmourez

Nous vivons dans l’oubli de nos métamorphoses

Le jour est paresseux mais la nuit est active

Un bol d’air à midi la nuit le filtre et l’use

La nuit ne laisse pas de poussière sur nous



Mais cet écho qui roule tout le long du jour

Cet écho hors du temps d’angoisse ou de caresses

Cet enchaînement brut des mondes insipides

Et des mondes sensibles son soleil est double



Sommes-nous près ou loin de notre conscience

Où sont nos bornes nos racines notre but


Le long plaisir pourtant de nos métamorphoses

Squelettes s’animant dans les murs pourrissants


Les rendez-vous donnés aux formes insensées

A la chair ingénieuse aux aveugles voyants


Les rendez-vous donnés par la face au profil 

Par la souffrance à la santé par la lumière 


A la forêt par la montagne à la vallée 

Par la mine à la fleur par la perle au soleil


Nous sommes corps à corps nous sommes terre à terre

Nous naissons de partout nous sommes sans limites


Paul Eluard (1895-1952)



« Hon buhezioù-pad e tisoñjomp hon c'hemmoù...»

Bamet ' vezomp gant an dezrevelloù metamorfoz a vev ennomp. En enno emañ ar galloud da gemm ha war un dro e termenont ar stumm hag ar penn-natur. Petra a gemm ennomp? Petra a gemm ac'hanomp? Netra ne vir ouzh ar c'horf da gemm an eil devezh goude egile. Ne c'hellomp bezañ sur deus un dra nemeken, fin a vo dezhañ. Skridoù, goulioù eo ar peurest. Ha ni, kleizhennet, da vont a-hed gwenodennoù bet difraostet a vloaz da vloaz gant frouezh hor buhezioù kent, sorc'hennet alies ken tost deomp e seblant bezañ an traoù. Bep a dammig e kasomp kemmigoù war an dachenn diabarzh, o tisoñjal, o ruzañ, oc'h ober van chom hep klevet ar biroù a nij tro-dro deomp. A-wechoù e pakomp unan en hor c'hein, ken ma laoskomp ur mell vlejadenn, ken ma chomomp berr alan war-lerc'h. D'ar seizh avel e talm hor c'halon. Kartenn ar vro : didalvoud. An hentoù a anavezomp : didalvoud . Liv an oabl : un dra all. Un toull laosket gant an ezvezañs, ur borched e tifoup pep tra drezi betek bezañ stlaket, brevet hon izili, strewet a bep tu. Aze emaomp c'hoazh war-lec'h an taol tourmant. N'eo ket ni ken avat. Marvet un dra ennomp ha ganet un dra war an dro. Un ribin nevez a gas da vroioù dianav.

Etiologiezhioù...

Dezrevelloù don donañ an den war gosaat, ar c'hañv hag an adc'hanedigezh...
Diwar an danvez-se e krogomp gant al labour. En hon c'hreiz e talc'homp ur marilh gant fulor barzel pe gant dilez an dispi. En ennañ e lakomp hon gloazadennoù hag hor soñjoù entannet. Ar pezh a zo deomp holl, hen c'houzout a reomp ha pa ne zeufemp ket a-benn da rannañ anezhi da vat biken. Ken liammet eo ar sell hon eus war hon c'hemmoù ouzh ar metamorfoz he-unan : " n'on ket memes den ken, disheñvel n'em santan..."
Gant sikour hon doueed deomp-ni, eñvorennoù hon santadurioù, parlantoù kozh, divizoù difin etrezomp-ni hag gant ar re-all, e skrivomp hon c'hontadennoù deomp-ni war stad an traoù evel m'emaint. Krouiñ ha sevel en-dro istorioù a reomp evit klask abegoù, evit klask ur ster...

METAMORFOZ from Teatr Piba on Vimeo.


Photo 270 Photo 272 Photo 273 Photo 274