PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Savet eo bet ar strollad e Kemper, e miz Here 2009. Savet eo bet an « Teatr Piba » da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt — komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg an holl anezho, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
AL LIORZHOUR
adalek ar Meurzh 28 a viz C'hwevrer 2012 betek ar Gwener 2 a viz Meurzh 2012
AN DACHENN WENN - KEMPER

EDEN BOUYABES
Yaou 8 a viz Meurzh 2012 da 20:30
LEURENN GLENMOR / KARAES

AL LIORZHOUR
adalek ar Meurzh 13 a viz Meurzh 2012 betek ar Merc'her 14 a viz Meurzh 2012
CLC AR GELVENEG

EDEN BOUYABES
Sul 25 a viz Meurzh 2012 da 17:00
LEURENN AN ARCADIE / GWITALMEZE

AL LIORZHOUR
Gwener 30 a viz Meurzh 2012 da 20:30
SAL AN ELLIPSE - MOLAN

Sul 8 a viz Genver 2012
Staj c'hoariva bitrakoù
04 ha 05 a viz c'hwevrer, Kemper

Kinniget e vo ur staj "c'hoariva bitrakoù" gant an Teatr Piba d'ar sadorn 04 (2e-6e gk) ha sul 05 (10e-5e gk) a viz c'hwevrer 2012. Emgav e Ti ar Vro Kemper. Kaset e vo da benn gant Lattanakone INSISIENGMAY, margodennour ha leurenner, ha Jean-Michel APPRIOU, leurennaozer ha kinkler. Digor eo ar staj-se d'holl !
Yaou 5 a viz Genver 2012
Lattanakone Insisiengmay (BRO LAOS)

Da geñver krouidigez AL LIORZHOUR (Miz c'hwevrer 2012), ez eus ur c'henlabour gant Lattanakone Insisiengmay, ur c'hoarier margodennour deus Bro Laos. Ur staj a vo d'ar 04 ha 05 a viz C'hwevrer lec'h ma vo desket sevel hag ober gant dafarioù margodennel gant sikour Jean-Michel Appriou, arzour ha leurenn-aozer.
Yaou 5 a viz Genver 2012
Stajoù krouiñ e Plogoneg (29)
Ul labour war grouidigezh nevez strollad ar "Warmaeziens"

Kroget eo an trede bloavezh kenlabour gant ar strollad "Les Warmaeziens", staliet e Plogonnec. War lec'h ur valeadenn c'hoariet er c'hoadoù, un hent stanket war ar maez gant otoioù ha darvoudoù dic'hortoz e krog a rstrollad ul labour war ar pezh-c'hoari "Le Roi Nu" diwar oberenn Evguèni Schwartz. Stajoù krouiñ 'vez dalc'het abaoe miz here 2011 gant Thomas Cloarec hag Aziliz Bourges. Met kinniget 'vo stajoù all ivez, kaset da benn gant tud a-vicher deus an diavaes war demoù dishenvel.
Gwener 9 a viz Gwengolo 2011
Al Liorzhour, diwar "The Gardener" gant Mike Kenny
Savet a-benn miz meurzh 2012 e Kemper

Addont a ra soñj d’ul den kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc'h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ’veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ’oa erruet ar goañv e oa marvet. Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas.
Gwener 9 a viz Gwengolo 2011
"Al Liorzhour", prantadoù labour 2012
Ar Gelveneg ha Kemper

"Al liorzhour", diwar "The gardener" gant Mike Kenny. Degemeret e vo ar strollad gant "la Maison du Théâtre", adalek ar 16 betek an 29 a viz genver 2012 er Stella, ha gant "Très Tôt Théâtre", adalek an 13 betek an 28 a viz gwengolo 2012 e Penhars da genver prantadoù labour divezhañ ar grouidigezh.