PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Komedian

Toullañ a ra Tony e hent abaoe ur pemzek bloaz bennak 'barzh bed ar c'hoariva hag ar c'hleveled. Labouret en deus e Breizh hag en estren bro (Amerika ar zu, Laos).
Stummet eo bet en ur c'hoari hag en ur heuliañ stajoù gant arzourien liesseurt.
Savet en deus an Teatr Piba e 2009 gant Thomas hag Erwan Cloarec. Merour ar produiñ eo-eñ pa n'emañ ket war al leurenn.