PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Kanerez, aktourez

Genidig eo Lleuwen Stefan deus an Ogwen Valley e hanternoz Bro Gembr. Eno ez eus doujañs bras ouzh ar sonerezh hag ar c'han. Pa oa bugel he doa kavet Pladennoù Billie Holiday hag Ella Fitzgerald e-barzh dastumad he zad a oa soner ivez. Kregiñ a ra he stummadur gant ar « Glanaethwy performing school » a-raok mont da studiañ ar sonerezh hag ar c'hoariva e Drindod, Caerfyrddin hag er "Central College" (USA). E levezonoù abred, gant sonerezh Joni Mitchell, James Taylor ha Bob Dylan a zo gwriziet mat en enni. E 1998 eo bet moulet he single kentañ, « Draw Dros yr Afon »; 17 bloaz eo. Un droiad etrevroadel he deus graet gant he fladenn diwezhañ "PENMON". Aet eo er Meksik, e bro Malezia, e bro Belgia hag er festival etrekeltiek en Oriant e 2008. Komedianez eo ivez. C'hoariet he deus an "Teatr in the Mill, dindan ren Iain Bloomfeild. Renet eo bet gant Tomaz Cloarec ivez. E Breizh emañ abaoe an hañv 2009 evit kenlabourat war he zrede pladenn gant Didier Squiban, Glen Le Merdy ha Vincent Guérin.
Lleuwen war Myspace.