PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Soner

Desket er skol Jaipur gharana (Rajasthan, India) eo-eñ. Desket eo gant mestr meur an taboulinoù Pandit Girdhari Maharaj abaoe bloavezhioù. Jerôme Kerihuel, lesanvet Jram, a zo kresket e varregezh dezhañ e-pad 15 bloaz o c'hoari e bep lec'h, e kluboù Londres kement hag er festou-noz, e temploù bro India kement hag er festivalioù etrevroadel, war bladennoù an embregerezhioù bras kement ha war kasedigoù eilet e Marrakech...
Ur stummadur klassel en deus bet da gentañ e skol sonerezh Brest. Da ugent vloaz en deus bet e brevet teknisian war ar sonerezh. Penn soner Bagad e teu da vezañ da 21 bloaz. Echu a ra e studiou e CMCN Nancy a-raok pakañ un diplom war ar sonerzhioù a-vremañ da 25 bloaz.
Abaoe 1995 e c'hoari e-barzh strolladoù liesseurt evit enrollañ hag ober troiadoù. C'hoari a ra gant: Naab, Sofiane, Triphasés, Manu Fernandez, Brian Mc Comb, Armel an Ejer ha Zaw. Kemer a ra perzh er "Nuit des Chacals", ur grouidigezh degemeret e ti-annez er c'huartz (Leurenn Broadel Brest) e 2003/2004. Labourat a ra gant Jean-Baptiste Ferré (Orchestre National de Barbès, Alpha Blondy), Didier Squiban, Mercedes O’Keff ha Bescond Trio. Abaoe 1997 e za alies e bro India evit peurzeskiñ an Tablas. O prientiñ ar bladenn "Breizh-India" a vo enrollet e Benarès emañ-eñ. Evit ar pezh a sell ouzh ar c'hoariva en deus kenlabouret gant ar strolladoù PantEatR, Ar Vro Bagan, le théâtre du Grain, Teatr Penn ar Bed.