PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Kanerez, Komedianez

Marion Gwenn a zo un arzhourez lieseurt. C'hoariet he deus gant ar strolladoù Ar Vro Bagan ha PantEatR. Kanañ a ra ha skrivañ a ra kanaouennoù evit ar strollad Maïon et Wenn a embanno un eil pladenn en nevez amzer 2010. Labourat a ra war dachenn ar c'hleveled evel animatourez evit an abadennoù "Strak" ha "Dibikouz"; met evel aktourez ivez en heuliadoù filmoù berr "Ken 'Tuch" ha "Saga Brittia".