PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Soner Gitar

Savet eo bet gantañ nevez'zo ar strollad "Fred Combo", ur strollad levezonet gant al latino-jazz hag sonerezh ar bed. Ul labour personel a zo bet maget ha talaret mat gant ar skiant-prenañ pinvidik ha liesseurt en deus paket abaoe ouzhpenn 20 vloaz war leurennoù ar bed etre toulloù-bac'h Kuba ha leurennoù c'hoariva New-York gant ar strollad "The Family"; etre ar c'hluboù jazz european ha leurennoù Breizh gant ar ganerez "Ann Krist", ar strollad "Karma" ha "Maïon et Wenn". Stummet eo bet war gitar klassel gant Nigel Coates. Desket en deus ar c'hoari war ar prim gant Jean-Jacques Vergnaud. E roll-tonioù a zo blaz ha liv sonerezh ar Vro Vrazil gantañ avat.