PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Ijinour ar son

Savet en deus ar Studio Glaz er bloavezhioù 90. Eno en deus enrollet ouzhpenn hanter kant pladenn ha maketenn. Paotr ar son eo ivez evit ar sonadegoù, ar festoù-noz hag ar c'hoariva. Enrollet en deus ha mikset en deus soniadoù ha sonerezh abadennoù a bep seurt. Renet en deus stalieroù son en U.B.O evit ar master "Skeudenn ha Son". O paouez sevel ar studio "Kan an Douar" emañ-eñ.