PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Soner akordeoñs

Priz kentañ klub akordeoñs bro C'hall e 1988 & 1989 en deus bet Pascal Cuff. Ur bern eskemmoù ha darempredoù en deus bet gant strolladoù c'hoariva ha soner abadoe. Heuliañ a ra labour an strollad Tango Sumo abaoe ar grouidigezhioù kentañ. Kenlabourat a ra gant Generik Vapeur, La Lumbre ha "Le rock à 4 Chat". Un diplom studi ar muzik en deus bet. Kelenner war ar sonerezh hag an akordeoñs eo bet er skolajoù, liseoù hag e skol sonerezh Landivizio.