PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Tresourez an dachenn, plac'h ar plastik

Bet he deus bet DNSEP an arzhoù kaer e 2005. LAbourat a ra war bep seurt tachenn arzhel: Ar boltriji (La revanche des amazones, diskouezet er "Belle Tamisier" e Brest), al livaj hag ar video (Paris>Brest, diskouezet er "Cité Internationale des Arts" e Paris), ar stennaj ( an arzh a-vremañ hag ar glad, er mediaoueg A.Duval e Plougastell). Nadège Renard a zo o teskiñ tresañ an dachenn en ENSAN e Naoned. Kenlabouret he deus gant le théâtre du Grain hag ar strollad Léontine.