PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Merour ar video / Paotr ar skeudennoù video

Saïg Ollivier a zo bet stummet war ar skeudennoù hag ar c'hleveled e Toulouse. Labourat a ra abaoe 8 bloaz evel oberier, rener ar skeudenn, koucher ha Paotr ar gweled evit an tele hag ar sinema. Dalc'het en deus liammoù kreñv gant al leurenn hag ar grouidigez arzhel. Ar gouloù en deus savet evit an abadenn ‘Portraits crachés’ leurennet gant F.Wastiaux. Kenlabourat a ra abaoe bloavezhioù gant Strollad ar Vro Bagan. Plij a ra da Saïg ar ribinoù o vont ha dont etre ar skramm hag al leurenn kentoc'h evit an heñchoù bras. Un danvez veajour eo ivez pa 'n em laosk da vont da heul Maryse Witté war roudoù ‘L’homme debout’ er C'h/Kameroun pe 'kichen' Soazig Danielloù evit he film-Diell "Gwerz ar Vezhinerien".