PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Poltrederez

Anne-Sophie a zo poltrederez "goaf dieub". Bevañ a ra ha labourat a ra e Brest. Studiet he deus al lennegezh a-raok labourat war an dachenn sokial ha sevenadurel e-pad ur pennad. Gouestlet eo e amzer d'ar bolptriji ha d'ar gelaouenn. Storloket etre an arzh har ar stourm e kont istorioù ha stourmoù boutin ar re treuzwelus pe c'hoazh trapet gant o skeudenn. Sachet eo bet e evezh gant Repuidi bro Tchetcheni, kêrioù lastez bro Lyon pe c'hoazh gant un ti evit ar re gozh hag istor micherourezed kozh ar pezh-c'hoari "Politique Qualité". He amzer a zo dispartiet etre labourioù personel, goulennoù diavaez ha diskouezadegoù. Ken-oberourez al levr "Lyon, Révolutions tranquilles" (dastumad Villes en mouvement, Ti embann Autrement)

Lec'hienn Web Anne-Sophie ZIKA.