PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Skoazellerez-leurennañ, aktourez

Martina Filipova a zo bet desket gant Sylvain Bruchon, Régine Trotel, Valérie Blanchon e skol ar c'hoariva e Brest. Stummet eo bet ivez dre stajoù gant Charlie Windelshmidt, Pepe Robledo, Julie Bérès ha Gisèle Vienne. Labouret he deus gant Lionel Jaffrès, Emerick Guézou hag ar strollad "Is Théâtre". Ren a ra stalieroù an ABAFFE e Gouesnoù abaoe 2007. Bet he deus bet un DEA diwar-benn ar bed-Mor kreiz kozh e skol veur Brest hag ur vestroniezh lennegezh gall er skol veur Aristote, Théssalonique, Bro Hellas.