PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Skoazeller-leurennañ, dramaer, aktour

Oberour, barz, saver istorioù, komedian ha paotr ar gouleier eo-eñ. En em lakaat a ra en e goazez. Evezhiañ a ra. Sellet a ra ouzh ar oezh a zo en e greiz dezhañ; ha n'eo ket kreiz ar bed; merat a ra e ene. Met ar pouezusañ dezhañ a zo mont gant e hent, ober e dro bro Frañs en ur genderc'hel da zeskiñ. Ne oar ket ma vo ur mail war e zachenn un deizh bennak pa 'z eo ar pouezusañ evitañ derc'hel ouzh e stur hep bezañ trubard dezhañ e-unan.