PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Teknikour son

Graet en deus Gwenole e holl studioù er skolioù, skolaj ha lise Diwan. Dizoloiñ a ra bed ar c'hoariva gant strollad Ar Vro Bagan, en ur vezañ komedian da gentañ ha teknikour da heul. Seul vuioc'h ma dañv d'al leurenn, seul kreñvoc'h ar c'hoant gantañ da vaestroniañ bed arbennik teknikoù ar son, ar gouleier hag al al leurenn. War lec'h bezañ bet tapet ar Bak, divizet en deus Gwenole heuliañ stummadur skol uhel Lise Guisth'au e Naoned. Diplomet eo bet e miz Even 2014 gant un D.M.A / Diplom Micherioù an Arzoù - Ren-teknikour an arzoù bev.

E miz genver 2014 e krog Gwenole da labourat gant Teatr Piba. Stajiad da gentañ, heuliañ a ra krouidigezh ha troiad gentañ ar pezh Metamorfoz. Deuet war ar vicher kemer a ra perzh evel teknikour son eil troiad Metamorfoz. Merañ a raio ivez ar son ha gouleier kentañ prantad krouiñ Merc'h an Eog/Merch yr Eog, raktres nevez Teatr Piba, asambles gant C'hoariva Broadel Bro Gembre.

Labourat a ra bremañ, ingal, 'giz teknikour son evit strolladoù c'hoariva, sonerezh ha sirk a-nevez.