PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait dizagner, grafour

Ganet e 1982

Heuliet en eus Ewen e holl hentenn-skol e-barzh rouedad ar skolioù Diwan. Divyezhek penn da benn, ar saozneg hag ar c'hastilhaneg a tont brav gantañ ivez. Goude bezañ bet tremenet pemp bloaz e skol Design Nantes Atlantique hag heuliet ur prantad skol e Montreal, eo bet paket gantañ e ziplom Design Produit Industriel. Labouret en eus Ewen evit meur a embregerezhioù war dachenn an design hag ar graferezh : krouiñ, tresañ, ijinañ doareoù nevez da ginnig ur brodu, ur verk, un embregerezh. E touezh anezho : Decathlon, Malherbe Retail Design ha Garnier/L'Oréal, e lec'h m'emañ hiziv an deiz.
Hogen, n'eo ket chomet a zav gant al labour evit krouiñ tro dro d'an arzoù ha dreist-holl e Breizh. Savet eo bet gantañ skritelloù, skeudennoù, luganoù, evit kevredigezhioù arzel hag alies en ur implij e varregzhioù liesyegezhel. Labourat a ra evit an Teatr Piba abaoe ganedigezh ar strollad c'hoariva ha gantañ eo bet krouet al lugan, skritelloù ar pezhioù c'hoari, pe c'hoazh stummet an ostilhoù kehentiñ hag an doseroù kinnig.

EwenLangoët I Product, Retail & Graphic Designer
10, rue Rampal - 75019 Paris
+33 (0)6 70 72 88 13

Lec'hienn Ewen Langoët ha Portfolio Ewen Langoët