PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Tenner poltredoù, sevener

Luc'hskeudenner war e gont e-unan emañ Sebastien abaoe 2002. Bevañ ha labourat a ra e Brest. Gant e stummadur sokiologiezh en deus desket teknikoù evezhiañ ha daremprediñ. Heñchet eo ganto evit luc'hskeudenniñ lec'hioù ha tud a bep seurt, disheñvel tre an eil re ouzh ar re-all a-wechoù.

Reportajoù war an arzoù bev en deus bet graet. Kenlabouret en deus gant strolladoù (teatr piba, Dérézo, Théâtre du Grain, Moral Soul, Ensemble Matheus) hag gant aozadurioù (Leurenn Broadel ar c'h/Quartz, Ti ar C'hoariva, Danse à tous les étages, Ti an Dañs) hag evit festivalioù (Festival Film Berr Brest, Festival Longueur d’Onde).

Savet en deus pennadoù evit kazetennoù lec'hiel (Sillage, Droits de cités e Ivry-Sur-Seine), kelaouennoù war ar c'hiz hag ar c'hlinkañ (Art&Décoration, Passion déco) hag embregerezhioù (Scarmor, Dynamo+, Tv Breizh, Ilot Thé).

Mod-all en deus labouret war teknikoù ar porltridi ha pennoù an dud. Un diskouezadeg en deus graet e kreizenn an Arzoù "Passerelle" hag e kreizenn "Atlantique" ar poltred. Kemeret en deus perzh en un diskouezdeg a-stroll diwar Enez Molenez, anvet "Vues de l’île", paeroniet gant Willy Ronnis.


Lec'hienn Sebastien Durand