PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait E-karg ar skignañ hag ar raktresoù etrevroadel

Skoliataet e Diwan adalek ar skol gentañ betek al lise emañ Maiwenn e-touez ar re gentañ hag o deus bet ar vachelouriezh e brezhoneg. Savet e bet gant an div yezh (brezhoneg/galleg). En ur zaremprediñ gant arzhourien leurennoù Breizh en doa savet ar c'hoant enni labourat war an dachenn sevenadurel. Studioù a ra e Lille, Lisbonne, e Bro Brazil hag e Naoned. Eno he doa echuet gant ur master "hanterouriezh sevenadurel" divyezhek (Galleg/Portugalek). Labouret he doa e Bro Portugal, e "Culture France Paris" evit bloavezh Bro Brazil e Bro C'hall, e Kreizenn Sevenadurel Gall Nouakchott e Bro Moritani betek 2011.
Bremañ e labour Maiwenn evit ar strollad war dachenn ar skignañ hag ar raktresoù etrevroadel.