PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Komedian, Margodennour

Lattanakone Insisiegmay a zo rener arzel ar strollad Khao Niew (Vientiane/Laos). Stummet eo bet gant Sirk Broadel Bro Laos ha gant ar strollad Kabong Lao, savet gant Leuthmany Insisiengmay da heul ur c’henlabour a zo bet gant Michel L’Obus (Turak Théâtre) e 2000. Labouret en deus gant arzourien ar Jeobong (Bro Japan) ha war leurennoù Azia ar c’hevred (Myanmar, Thaïland, Filipinez, Malaysia, Kambodja, Viêt Nam), Azia hag Europa (Bro c’hall, Sveden, Portugal). Kemeret en deus perzh er MEKONG PERFORMING ART LABORATORY er Filipinez e 2009, lec’h ’n deus savet BROKEN DREAM, abadenn kentanñ ar strollad Khao Niew. Kenlabouret en deus nevez’zo gant Thomas Cloarec ha Rodolphe Couthouis. Renet eo bet gant an arzour SMALL deus Strasbourg.