PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
portrait Aktourez, kanerez

C'hoariet he deus gant "Théâtre de l'Instant" e-barzh "Petite suite napolitaine", leurenniet gant Bernard Lotti. Renet eo bet ivez gant Catherine Le Flochmoan, evit "Cabaret Sens dessus-dessous". Mouezioù a ra ivez evit "Finger Production".

En 2006 he deus c'hoariet e-barzh ar pezh-c'hoari opered farzus "Jeanne d’Arc", gant Jean-Luc Jeener, leurenniet gant Florence er "théâtre du nord-ouest" e Paris. Krouet he deus ar pezh-c'hoari "Dans la malle" evit ar vugale a zo c'hoariet atav; hag ivez "Médée" gant Jean Anouilh, strollad EMO, leurenniet gant Emmanuel Monfort. Savet he deus ur strollad c'hoariva evit ar vugale e 2008 hag ur grouidigezh kentañ : "Sacrée Silence" gant Philippe Dorin.

Kemeret he deus perzh e krouidigezhioù an Teatr "Morosoff" : "Dracula", "le Coin de la rue Marengo"..., leurenniet gant Geoffroy Mathieu.

Labourat a ra war ar c'han gant Pierre Figaro war c'hoari ar maskl gant Charlie Windelschmidt et Julie Berès. En em stummañ a ra gant ar strollad Dérézo. Er penn kentañ he doa graet ar skol c'hoariva "Les enfants terribles", Paris 20vet. Desket eo bet ivez gant Eva Saint Paul.