PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.

Titouroù : 06.38.68.01.84

Produiñ ha Skignañ : Manon Riouat 06.83.85.03.47

Webmaster : Laurent Rousseau (lec'hienn: walnutGroove)

Grafour : Ewen Langoët (lec'hienn: Ewen Langoët Portfolio)

Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo TEATR PIBA, sikouret gant Kuzul rannvro Breizh, Kuzul Departamant Pen ar Bed, DRAC Bretagne-Ministère de la Culture et de la Communication, Ti Kêr Brest, ar SPEDIDAM, AR REDADEG 2012, Très Tôt Théâtre, Ti ar C'hoariva Pen Ar Bed.

Ezel eo TEATR PIBA deus ar rouedad ANCRE ha deus ar gengevredigezhioù Tiar Vro Kemper ha C'hoariva

TEATR PIBA
48, straed Arvorig
29200 BREST
Aotregezh abadennoù 2-1031980 & 3-1031978
Siret : 517 938 502 000 13
APE : 9001Z