PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Tyto Alba Trio
Adadenn sonerezh - Troiad 2017/2018

Kinnig a ra Tyto Alba un abadenn sonerezh gant kenlabour Teatr Piba war ar skrivañ, al leurenniñ hag al leurennaozañ. Gant Loeiza Beauvir , Frédéric Boudineau et Jérôme Kerihuel war al leurenn.

Chom a sav gant e hent, lemmañ e zivskouarn ha klevout ur safron o sevel diouzh
ur jardin kevrinus.
Deus sonerezh Tyto Alba trio e sav ar frondoù- se a glever.
Dason ur bed diabarzh, etre gwerz ha fado, etre c'hoarzhadegoù hag huanadennoù.
'N em goll er jardin strujus- se, chom a- sav dindan an heol, gwiskañ kroc'henn
unan all e korf ur pennadig hepken. Douetañ, tañvañ, flourañ ha c'hoarzhin a benn
ar fin.

Skipailh krouiñ
Loeiza Beauvir : Renerezh arzel, sevel tonioù, pozioù, kan
Fred Boudineau : Sevel tonioù, gitar
Jérôme Kerihuel : Taboulinoù, kempenn an tonioù
Thomas Cloarec : Skoazell war ar skrivañ hag al leurenniñ
Achille Berthou : Scénographie
Pablo Duggan : Merañ ar son

Kenproduiñ :
Kreizenn sevenadurel Amzer Nevez, Ploemeur (56)
La Quincaille, Poullaouen (29)

Souten :
Kuzul Meur Penn ar Bed
Musique et danses en Finistère