PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche DONVOR ~ DEEP THOUGHTS
Mareaj tremenerezh e bourzh al lestr Pourquoi Pas ? etre an 29 a viz ebrel hag ar 7 a viz mae 2017
UR C'HENLABOUR TEATR PIBA / IFREMER
Krouadenn 2019/2020

DEEP-THOUGHTS / DONVOR

Mont a ra Thomas CLOAREC, David WAHL, Pascal RUEFF (Agence du Verbe), Nadège RENARD, Charlotte HEILMANN deus ar skipailh krouiñ, e bourzh ar Pourquoi Pas?batimant studi ar morioù-bras evit ur mareaj tremenerezh dreist-ordinal adaleg an 29 a viz ebrel betek ar 7 a viz mae 2017 deus Ponta Delgada (keriadenn a bortugal war aod kresteiz enezenn São Miguel, e enezeg an Azores) da D/Toulon.

Unan deus prantadoù pouezusañ ar raktres enklask ha skrivañ an hini eo pa vo soubet an arzhourien e-barzh bed ar skantourien hag ar vartoloded 'kerzh mareajoù studi ar morioù-don.

A benn neuze e c'hello AN ARZOURIEN HAG AR SKIANTOURIEN keñveriañ o zachennoù enklask ha krouiñ, o skiant-prenet, o boazamantoù hag o prederiadennoù. Maget 'vo ar c'harned-beaj-mañ gant o divizoù kement ha gant dastumadennoù ha prantadoù arsell.

SKIPAILH KROUIÑ
********************
Rener arzel : Thomas CLOAREC
Skrivagner & dramaour : David WAHL
Leurennaozerez : Nadège RENARD
Sonaozour : Pascal RUEFF
Aktourez : Charlotte HEILMANN
Skiantourien e-karg Ifremer et Ocean Network Canada
Jozée Sarrazin, Pierre-Marie Sarradin, Kim Juniper

DEIZHIATAER - ENKLASK / SKRIVAÑ - 2017/2018
**********************************************
+ Mareaj tremenerzh – e-bourzh al lestr studi ar morioù-don Pourquoi Pas ?
adaleg an 29 a viz ebrel betek ar 7 a viz mae 2017 deus PONTA DELGADA (Portugal) da D/TOULON
Arsell, dastum ha divizoù, skrivañ ha termeniñ

+ Mareaj MoMarsat – e-bourzh al lestr studi ar morioù-don Pourquoi Pas ?
8 - 28 a viz gouere 2017 er mor-don e-tal an Azores
Kemer perzh er splujadennoù (deus ar postoù arsell hag urzhiañ), arsell, dastum ha divizoù gant ar skiantourien hag an ijinourien war vourzh, skrivañ ha tremeniñ
+ Prantad enklask ha skrivañ e Victoria
4 - 15 a viz gwengolo 2017 - KOLOMBIA VREIZHVEURIAD / KANADA
Skol Veur Victoria, Ocean Network Kanada war enezenn Vankouver
Kemer perzh er splujadennoù (deus al labourvaoù Ocean Network Kanada), arsell, dastum ha divizoù gant ar skiantourien hag an ijinourien Ocean Network Kanada, skrivañ ha temeniñ, Aozañ stalieroù gant kenlabour an departamantoù C'hoariva, Galleg ha studi ar morioù don Skol Veur Victoria (UVIC)

+ Prantad krouiñ – labourva / labour war al leurenn
C'hwevrer 2018, La Chapelle Dérézo, BREST
Krouiñ, tremeniñ ha skrivañ, pleustradegoù, kinnig maketennoùs d'ar gevelerien ha kenproduerien.

Kenlabour
******************
IFREMER
Labourva dreistelezh LabexMER
Ocean Networks Canada
Skol Veur Victoria

Souten
*****************
Rannvro Breizh
Kuzul Meur Penn ar Bed
Kêr Brest
Kannati Bro C'hall e Vankouver
LabexMER

Kenrpoduiñ ha degemer ar prantadoù krouiñ
********************************
Agence Du Verbe
La Chapelle Dérézo

Photo 383 Photo 384 Photo 385 Photo 386 Photo 387 Photo 389 Photo 391 Photo 393 Photo 394 Photo 395 Photo 396 Photo 397 Photo 398 Photo 400 Photo 401 Photo 402 Photo 404 Photo 405 Photo 406 Photo 407