PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche LABOURVA #3 |Tiez brav a oa ganeomp
d'ar sadorn 20 a viz Mae da geñver GOUEL BROADEL AR BREZHONEG

Tiez brav a oa ganeomp a zo ur labourva kaset da benn da heul emgavioù ha divizoù gant gwazed ha maouezed tec'het kuit deus o bro ha repuet e Brest. Ur prantad enklask hag un abadenn vo kinniget d'an 20 a viz mae da geñver GOUEL BROADEL AR BREZHONEG e Langoned.
Yezhoù, gizioù, buhezioù pemdeziek, dilec'hiañ douaroniel ha diabarzh, gwrizioù... Heñchet gant ar mouezioù hag an testenioù dastumet e savimp un abadenn, un amprouen c'hoariva ha radio, gant sikour ur gomedianez, un neuziour hag ur sonourez. En ur zoujañ outo e klaskimp lakaat an istorioù-se zo bet fiziet deomp da vevañ war an dachenn c'hoari 'benn bezañ klevet gant an arvestourien.

Ar skipailh
Leurenniñ : Stéphanie Coquillon
C'hoari : Marion Guen
Krouadenn sonerezh ha trouzioù : Marie Guérin
Leurennaozañ : Achille Berthou

Kammedoù kentañ
E-pad an hañv 2016 e Brest e oamp bet oc'h atersiñ tud eus Bro Syria, Congo, Serbia, Nigeria hag a oa bet ret dezho tec'hout kuit eus o bro abalamour d'an dañjer a oa eno.
Enrollet eo bet o zestenioù evit gellout kompren o hentad, ha divizet hon eus lakaat anezho da vezañ klevet gant an holl. Pal al Labourva#3 a zo labourat war an danvez-se zo bet dastumet ganeomp.
Da geñver Gouel Obliques e oa bet kaset da-benn al lodenn gentañ eus al labour. Prantadoù amprouiñ e Ti an Holl ar Valy-Vir a oa bet digoret d'an holl e-pad tri dervezh. Diskouezet e oa bet an disoc'h d'ar 6 a viz Du 2016, e korf un abadenn 25 munutenn.

Komzoù eeun
Klask a reomp krouiñ un arvest kreñv da-geñver ar son hag ar skeudennoù, lec’h ma c'hell ar yezhoù en em veskañ. Ar c'homzoù eeun vo diazez an arvest-mañ. Ennañ e savo fiñvadennoù displeget a-geñver gant heklevioù testenioù répuidi o tassoni gant c'hoari ar gomedianez. A beb eil e vo repuadez, breizhadez gant he istor hag he zesteni dezhi pe treizhourez buhezioù o nezañ un neudenn etre testenioù an dovroidi hag an arvestourien.

An dachenn
Un abadenn a vesk c’hoariva ha radio an hini eo. An ardinvink radio a laosko danvez ar mouezhioù da gemer o flas. Skañv e vo ar gouloù, tost eus an damskeud war ul leurenn tost ouzh an arvestourien (50 arvestour d’ar muiañ tout).

Ar yezhoù
Gant al LABOURVA #3 e klaskomp ober ur c'hinnig arzel kizidig e lec’h ma 'n em gav ar yezhoù, ar brezhoneg en o zouez. klasket e vez atav reiñ alc’hwezioù d’an arvestourien evit heuliañ ha pa ne vefe ket yezhoù 'zo komprenet ganto.

Un tañva deus an destenn
« A-raok em boa c'hoant mont kuit e broioù pell, vevañ enno ha bezañ un estrañjourez. Bremañ e ouezan emañ ma vuhez amañ, ha ma veajan, e vo evit distreiñ d'ar gêr. Ken pouezus eo evidon. Ha lec'hioù a anavezan, lec'hioù a gont ma buhez. »
« James ne oa bet soñjet ganin em befe tu bezañ me ivez o klask repu en ur vro n’anavezan ket. Pas evit kaout ul labour, pe peogwir e blije din bezañ divroet, evit bezañ pinvidikoc'h pe me oar me... Evit ma vefe un tamm peoc’h em buhez. Evit chom bev. »
“Aon he doa, he c’harzhennoù zo beuzet gant daeloù. He breur zo e Roazhon. Fellout a rae dezhi chom eno. Gant he breur. Pa eo erruet e Brest eo en em santet he deus he unan, gant he bugale, he unan penn, setu penaos eo en em santet.”


Evit gouzout hiroc'h...

GOUEL BROADEL AR BREZHONEG

GOUEL OBLIQUES

skeudenn : Melina Jaouen

Photo 354