PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche Lampedusa Way - E TEATR BIHAN AR C'HOUARZ
Enrollañ ha skignañ war-eeun - D'ar Merc'her 1añ a viz C'hwevrer 2017 da 7e30 noz

Trede lodenn "Teir oberenn ar Peñse" gant Lina Prosa. Diwar Trilogia Del Naufragio, Editoria & Spettacolo coll. Percorsi, 2013
Pedet oc'h da gemer perzh en amprouadenn-mañ e-lec'h ma voc'h arvesterien ha selaouerien war an dro.

SKIPAILH

Troidigezh e Brezhoneg Aline Gleoneg
Rener arzel Thomas Cloarec
Gant : Marion Guen, Tangi Daniel
Sonerezh : Steve Shehan
Trouzioù : Javier Marinero
Merour ar son : Gwenole Peaudecerf, Jean-Marie Ollivier, Dizale
Merour ar skignañ war-eeunt Gaël Hélary, Radio Kerne
Ardivink skignañ dre selaouelloù L’Agence du Verbe
Poltridi Sebastien Durand
Kehentiñ Lou Millour, Radio Kerne, Manon Riouat
Produiñ Dizale
Skignañ Radio Kerne

Lampedusa Way
Trede lodenn "Teir oberenn ar Peñse" a gont emgav Mahama, moereb Shauba, ha Saïf, eontr mohamed. Gant sikour ur gevredigezh dengar, ez eont da Lampedusa, war roudoù an daou zen yaouank aet diwar-well, pa oant o klask tizhout Europa.

Enrolladenn Lampedusa Way a vo graet dirak an arvesterien, e Teatr Bihan ar C'houarz, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2017 da 7e30 noz, ha skignet war-eeun.
An arvestour-selaouer a c'hello kemer perzh en enrolladenn-se gant selaouelloù a-drugarez da ardivink son stereo a galite uhel l’Agence du Verbe.


Skignañ war-eeun a zo un doare evit an arzourien hag an arvestourien da amprouiñ ha bevañ an oberenn war ar prim . E-lec'h ober gant hengoun sevel ar rideozioù, horolaj ar radio an hini eo a vo an arouez evit loc'hañ.

Photo 334