PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
affiche LAMPEDUSA BEACH & LAMPEDUSA SNOW DIWAR TEIR-OBERENN AR PEÑSE GANT LINA PROSA
Skignet war radio Kerne d'an 18 ha d'ar 25 a viz Genver 2017 da 7e30 noz

Da heul ar grouadenn faltazi evit ar radio "Ar Maezioù", diwar "The Country" gant Martin Crimp, Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale Production a zo labourat war ur raktres abadenn faltazi nevez diwar "Teir-oberenn ar Peñse" gant Lina Prosa.
Enrolladennoù an div lodenn gentañ, "Lampedusa Beach ha Lampedusa Snow", a zo bet kaset da benn e studio Dhalia Dossainville etre an 28 betek an 30 a viz Du 2016 hag er studio Dizale deus ar 1añ betek an 2eil a viz Kerzu 2016.
Skignet e vint d'an 18 ha d'ar 25 a viz Genver 2017.

SKIPAILH
Diwar Lampedusa Way in Trilogia Del Naufragio, Editoria & Spettacolo coll. Percorsi, 2013
Troidigezh e Brezhoneg Aline Gleoneg
Rener arzel Thomas Cloarec, Teatr Piba
Gant Tifenn Lineate, Tony Foricheur
Sonerezh Steve Shehan
Trouzioù Javier Marin Leyton
Merour war ar son Gwenole Peaudecerf, Teatr Piba ; Jean-Marie Ollivier, Dizale
Merour skignañ war-eeun Hélary, Radio Kerne
Ardivink skignañ tokarn L’Agence du Verbe, Pascal Rueff
Poltred Roland Sourau
Kehentiñ Lou Millour, Radio Kerne ; Manon Riouat, Teatr Piba
Produiñ Dizale
Skignañ Radio Kerne


Krouadenn sonerezh ha sonioù e studio Dhalia Dossainville etre an 28 hag an 30 a viz Du 2016

Gouestlet e oa an devezhioù-se da enrolladenn ar sonerezh, an trouzioù hag ar sonioù gant Steve Shehan, sonaozour, Jean-Marie Ollivier, Merour son studio Dizale ha Gwenole Peaudecerf, Merour war ar son, Javier Marin Leyton, trouzer ha Thomas Cloarec, rener arzel.

Enrolladennoù e studio Dizale Plouharnel etre ar 1añ hag an 2eil a viz Kerzu 2016 

Daou zevezh gouestlet da enrolladenn mouezhioù Tony Foricheur ha Tifenn Lineate dindan ren arzel Thomas Cloarec gant skipailh teknikel studio Dizale


AN ISTORIOU

Lampedusa Beach a zo un destenn evit ur gomedianez barrek da c'hoari war apne. Beuziñ a ra Shaube, un dremeniadez afrikan, e kichen aodeier enezenn Lampedusa. Broudet eo bet da vont war-zu Europa gant he moereb karet a zo he huñvre e vefe dieubet bugale Afrika deus ur c'hapitalism a vir outo drebiñ bep eil dervezh.

Lampedusa Snow a zo d'un c'homedian skavenneg, alaneg, barrek da alaniñ en uhel ha da badout war veg ar menezioù. Tennet diwar un istor gwir eo. Tost tri bloaz 'zo, 100 tremeniad afrikan a oa bet kaset en Alpoù da 1800 metrad ha laosket eno da c'hortoz e vefe gwiriekaet o identelezh. Mohamed a zo unan anezho. Torriñ a ra ar pennoù-fard evit mont war-glask un treizh, un hent da vont d'an draonienn-all.

Skinoù a radio a ziskuilho penn-da-benn istorioù an teir-oberenn-se, pa vo lakaet mouezhioù Schauba, Mohamed, Mahama ha Saif da vezañ klevet splann ha sklaer. Pa vo kement lec’h ha kement kiñkladur treset gant dañvez ar son hag an trouziañ, o klask reiñ buhez da bep « peñse » an harluidi, eus foñs ar mor betek beg an Alpoù. Gant ar sonerezh, awenet gant hengounioù Afrika, e vo savet ul liamm etre an teir oberenn, etre an teir istor, evel ma vefe ur marsoñj eus o bro orin, e Kornog Afrika.

Photo 318