PIBA a zo ur ger Laosek hag a dalv "spered fol'
phi [pi:] anv kadarn : spered (spered ar c'hoad/spered an hendadoù)
ba [ba] anv-gwan : fol


Staliet eo Teatr Piba e Brest. Savet eo bet e 2009, da heul emvodoù ha kenlabour arzourien a bep seurt, komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ-penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.

affiche
↺ Stalieroù a vez hag a vo graet gant an "Teatr Piba" er skolioù, er skolajoù hag el liseoù ivez (Skol Pabu, Skol Itron Varia Garmez e Pont N'Abad, Skol Ploveur, Lise Diwan Karaez)

↺ Ur raktres sevel ur pezh c'hoari, liammet ouzh temoù "Al liorzhour", gant skolidi kentañ derez bro Gerne a zo war ar stern ivez da geñver "Bugaleaj Kerne.

↺ Un heuliad stajoù digor d'ar gomedianed a youl-vat a vez aozet bep miz e Plogoneg, abaoe miz Kerzu 2009. Pal ar stajoù a zegaso da "Huñvre" hag a vo kinniget gant ar strollad "Warmaeziens" e Miz Gouere 2010. 16, 17, 18 a viz Gouere 2010 . Plogoneg . Chapel Sant Yann.

↺ Fellout a ra d'an Teatr Piba kaout darempredoù ingal gant aktourien ar vuhez sevenadurel e Kemper hag e Bro Gerne.


TEATR PIBA 06.38.68.01.84